The Battle of Sealand

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Golo ar bladenn

The Battle of Sealand eo anv pladenn vras kentañ ar strollad shoegaze amerikan Airiel. Deuet e oa e-maez ar wask e miz Eost 2007. Embannet eo bet gant Highwheel Records. Titl ar bladenn a zeu eus anv Priñselezh Sealand.

War lec'hienn Sealand News e c'haller lenn eo bet lakaet holl izili ar strollad da aotrouien Sealand, a-benn o zrugarekaat evit bezañ implijet anv Sealand.[1] D'an 30 a viz Gwengolo 2007 e voe kemennet e sonfe ar strollad e Sealand, ha sañset e oa ar sonadeg da vezañ skignet dre internet [2] [3]. A-benn ar fin n'eus ket bet eus an abadenn.

Roll ar c'hanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Introduction - 3:28
  2. Thinktank - 4:21
  3. Thrown Idols - 3:32
  4. Sugar Crystals - 5:16
  5. You Kids Should Know Better - 7:59
  6. Mermaid In A Manhole - 4:36
  7. Stay - 6:16
  8. Peoria - 5:13
  9. The Release - 2:48
  10. Red Friends - 5:10
  11. The Big Mash-Up - 14:43