The Air That I Breathe (kanaouenn)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

The Air That I Breathe (An aer a analan) a zo ur ganaouenn saoznek savet gant an daou ganer-sonaozer saoz Albert Hammond (1944-) ha Mike Hazlewood (1941-2001).

3:40 he fadelezh e voe enrollet da gentañ-penn gant Albert Hammond da-geñver e albom It Never Rains in Southern California deuet e-maez e 1972.

Kanerien all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Berzh bras a reas The Air That I Breathe pa voe adkemeret gant ar strollad sonerien saoz The Hollies e 1974. Dibabet e voe doare The Hollies e 2012 gant ar filmaozerez stadunanat Lorene Scafaria (1978-) d'ober sonerezh orin he film Seeking a Friend for the End of the World (e-touez kanaouennoù all).

D'an 21 a viz Gwengolo 1992 e voe embannet ar ganaouenn Creep gant ar strollad sonerien saoz Radiohead, an tonioù anezhi gwall heñvel ouzh The Air That I Breathe. Ma savas klemm Hammond ha Hazlewood evit goubreizherezh ; aet ar maout gante e voent lakaet da genaozerien Creep a-gevret gant Radiohead.

Gant Phil Everly e 1973, Olivia Newton-John e 1975, The Shadows e 1975, Hank Williams Jr. e 1983, Rex Allen, Jr. e 1983, Julio Iglesias ha Beach Boys e 1984, Judy Collins e 1990, Barry Manilow e 1996, k.d. lang e 1997, Simply Red e 1998, Jorge González e 1999, The Mavericks e 2003, Chitãozinho & Xororó, Cilla Black e voe kanet ivez.

Ar gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]