Teorienn an unifikasion vras
E fizik, e vefe unifikasion vras an integrasion, e-barzh ur sistem-represantiñ ha kalkuliñ unik, deus ar pevar nerzh bet kavet betek-hen :
- ar gravitasion
- an elektromagnetism
- an interaksion gwan pe an nerzh gwan
- an interaksion kreñv pe an nerzh kreñv
An integrasion-se a bermetfe da lakaad kompatibl ar relativite jeneral (a gerzh war ur skeul bras) hag ar mekanik kwantik (a gerzh war ur skeul bihan) ; an div deorienn-se so ken mad an eil hag he-ben e-barzh he tachenn ; pezh a zo, n'emaint ket kompatibl anezhe.
Meur a deorienn he-deus tizhet integrasionoù parsiel, beteg integriñ tri nezh ; ar muiañ konsideret a zo an deorienn "elektrogwan", da unvaniñ an elektromagnetism hag an interaksion gwan. Memes-tra n'eo ket deuet heni-e-bed a-benn da brouviñ ema-hi mat-tout. Dalc'hen a ra ar glaskerien da glask, lod o komañs deus ar mekanik kwantik (gravite kwantik), lod all o komañs deus ar relativite (ar relativite "skeulel"...), lod all c'hoazh oc'h ijinañ frammoù teorik nevez-flamm.