Teodora Ginés
Teodora Ginés (Santiago de los Caballeros, er Republik Dominikan) 1530-1598 a oa ur sonerez kuban eus ar XVIvet kantved. Ganti e vefe bet krouet ar son montuno, ha savet ar ganaouenn "Son de la Má Teodora".
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa Teodora Ginés e Santiago de los Caballeros, en enez La Española. Sonerez bandola e oa. Gant he c'hoar Micaela e tivroas da Guba ma kroged da deurel evezh ouzh sonerezh ar sklaved, ha disklavet e vijent bet o-div evit mont da seniñ gant laz iliz-veur Santiago de Cuba: Micaela evel violoñserez, ha Teodora evel sonerez bandola. Eno e sonent gant ar violoñser spagnol Pedro Almaza, eus Malaga, hag ar Portugalad Jacome Viceira, a sone « schawm » (fleüt barok).
Teodora he defe savet " Son de la Má Teodora", war-dro 1562. Met gallout a rafe bezañ bet savet diwezhatoc'h, en enor dezhi.
Dastumet e voe ar ganaouenn gant ar C'huban Laureano Fuentes Matons, en e levr «Las artes en Santiago de Cuba», embannet en 1893. Hervezañ eo ar c'hentañ kanaouenn savet en istor Kuba. Ma vefe gwir ne vefe nemet ar c'hentañ kanaouenn spagnolek, rak an indianed Taino a save kanaouennoù a-raok donedigezh ar Spagnoled hag o sklaved du.
Ar ganaouenn Son de la Ma Teodora
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kanet e veze en un doare kan ha diskan
- ¿Dónde está la Má Teodora?
- Rajando la leña está
- ¿Con su palo y su bandola?
- Rajando la leña está
- ¿Dónde está que no la veo?
- Rajando la leña está[1]