Temps levé sauté
Neuz
E barrez klasel (Skol rusek) ec'h implijer an termen temps levé sauté evit deskrivañ un doare lammadenn ma lamm en aer an dañserez goude kregiñ gant un demi-plié ha neuze e teu en-dro war al leurenn gant an treid en hevelep emstumm hag er penn-kentañ, o c'hoût e c'hell bezañ kaset da-benn adalek ar c'hentañ, an eil, an trede pe ar pevare emstumm.
Bez' e c'hell ebzañ kaset da-benn ivez gant un troad nemetken ha neuze e rank an troad all menel en hevelep emstuumm evit er penn-kentañ atav, da skouer e cou-de-pied.