Tavañjer


Un davañjer (eus ur ger gallek kozh devantier, pe davantier) zo ur pezh dilhad hag a vez gwisket war bruched ha kof an den, ha war-benn dilhad all d'o gwareziñ dre ma c'hallfent bezañ louzet pe drailhet a-hend-all. Ur wech gwisket e vezont skoulmet peurvuiañ, ha graet e vez ar skoulm pe en a-raok pe en adreñv. Lakaet e vezont alies er gêr gant ar re a ra war-dro ar gegin. Tavañjerioù hir ha reoù berr zo.
Micherioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tavañjerioù a vez douget e micherioù zo: keginerien ha mitizhien a servij ouzh taol a wisk tavañjerioù. Micherourien ivez, evel ar c'hovien, ar gereon.
Ar frañmasoned ivez a wisk un davañjer en o ritual.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Merc'hed eus Italia oc'h aozañ pasta er gêr, gwisket en o zavañjerioù. Tacuinum Sanitatis, XIVvet kantved.
Benjamin Franklin (1706-1790) en e davañjer frañmason.
Keginerien en o zavañjerioù, XXIañ kantved
Mamm-gozh ha merc'h-vihan en o zavañjerioù.
Ur gov en e davañjer lêr.