Tauredunum
Neuz
An Tauredunum,pe Tauretunum, pe Menez Taurus, a oa ur c'hreñvlec'h war ur menez e Suis er VIvet kantved, hiriv e kanton Valais.
E 563 e kouezhas ar menez war ar c'hreñvlec'h ha war meur a gêriadenn, hag a ruilhas betek al lenn Léman, ma c'hoarvezas un tsunami. Meneget e voe an darvoud e skridoù eus ar VIvet kantved.
Hiriv c'hoazh ez eus tabut diwar-benn pelec'h resis edo ar menez, ha meur a vartezeadenn zo c'hoazh : pe ar pointe de la Gagnerie pe ar pic de la Suche , e menezieg ar Grammont.