Mont d’an endalc’had

Taol-Stad ar 16 a viz Mae

Eus Wikipedia
Taol-Stad ar 16 a viz Mae
taol-stad milourel
Anv er yezh a orin5·16 군사 정변, 5·16 군사 쿠데타 Kemmañ
StadSecond Republic of South Korea Kemmañ
Deiziad16 Mae 1961 Kemmañ
Park Chung-hee penn gwirion an taol-stad

Taol-Stad ar 16 a viz Mae (Hangul: 5.16 군사정변; Hanja: 五一六軍事政變; RR: O-illyuk gunsa-jeongbyeon) a oa bet un taol-stad milourel e Su Korea e 1961, aozet ha raksoñjet gant Park Chung-hee hag e harperien. Savet e voe ganto ar Poellgor Reveulzier Milourel, e-penn anezhañ penn uhel al lu Chang Do-yong.

Dre an taol-stad e voe roet lamm da gouarnamant dilennet Yun Bo-seon ha roet lamm d'an Eil republik Korean. Lakaet e voe e-plas goude an taol-stad ur C'huzul Uhel evit an Adsevel Broadel, unan milourel gant Park o vezañ ar pen gwirion d'an aozadur. Dont a reas da vezañ ar penn ofisiel goude ma voe harzet Chang Do-yong e miz Gouhere.

Skritellioù lakaet ouzh ar vogerioù evit displegañ pal an taol-stad

A-dreñv an taol-stad e oa bet ur vegen tud eus an aferioù a vounte kreñv evit ma vefe modernaet ar vro dreist-holl da geñver greanterezh. Setu penaos e oa bet krouet ur greanterezh lies e-pad ren Park, en eskemm e oa bet lemet ar gwirioù demokratel, gwirioù diazez ar geodedourien hag ouzhpenn-se e oa spurjoù bep an amzer. Lesanvet "Reveulzi ar 16 a viz Mae" gant Park hag e harperien, ar sell reveulzier evit komz eus an taol-stad-se a zo burutellet kreñv hiziv-an-deiz c'hoazh.

Stadoù-Unanet Amerika hag an taol-stad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stadoù-Unanet Amerika ne oant ket bet a-enep an taol-stad, d'an 20 a viz Mae e oa dija ar vro o reiñ harp da Park Chung-hee, ar prezidant John F. Kennedy a embanne mignoniezh etre an div vro.

21 a viz Eost 1961 Park Chung-hee gant ofiserien stadunanat
Soudarded harzlammerien Su Korea o tibunañ e-pad an taol-stad