Tampa Red

Eus Wikipedia

Tampa Red (1904-1981) a oa anv kaner Hudson Woodbridge, pe Hudson Whittaker, a oa ur c'haner ha gitarour blues stadunanat, e doare Chicago. Gant e zoare da seniñ gant gouzoug ur voutailh (bottleneck), lakaet ouzh e viz, e levezonas kalz a c'hitarourien all, evel Big Bill Broonzy, Robert Nighthawk, Muddy Waters, Elmore James ha Mose Allison.

E vrudetañ kanaouennoù eo Anna Lou Blues, Black Angel Blues, Crying Won't Help You, It Hurts Me Too, ha Love Her with a Feeling.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • O kanañ Let My Gal Alone : [1]