Saguinus imperator
Neuz
(Adkaset eus Tamarin impalaer)
| |||
---|---|---|---|
Saguinus imperator subgrisescens.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Primates | ||
Kerentiad : | Cebidae | ||
Genad : | Saguinus | ||
Anv skiantel | |||
Saguinus imperator (Goeldi, 1907) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Saguinus imperator[1] a zo ur spesad primated e-touez kerentiad ar Cebidae hag a zo o vevañ e Amerika ar Su. Aes eo da anavezout a-drugarez d'e vourroù bras ha gwenn.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur pevarzroadeg-deiz an hini eo hag a vev er gwez. Etre 23 ha 25,5 cm eo hirder e gorf hag etre 39 ha 41,5 cm hini e lost, ha war-dro 450 grammad e bouez.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra al loen diwar amprevaned ha frouezh kement ha diwar ar gom a ver diouzh rusk gwez 'zo.
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou isspesad zo dezhañ : Saguinus imperator imperator ha Saguinus imperator subgrisescens.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez e mervent diazad an Amazon e reter Perou, en hanternozh Bolivia ha kornôg Brazil.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ N'en deus al loen anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.