Saguinus imperator
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Saguinus imperator subgrisescens.
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Primates | ||
| Kerentiad : | Cebidae | ||
| Genad : | Saguinus | ||
| Anv skiantel | |||
| Saguinus imperator (Goeldi, 1907) | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Saguinus imperator[1] a zo ur spesad primated e-touez kerentiad ar Cebidae hag a zo o vevañ e Amerika ar Su. Aes eo da anavezout a-drugarez d'e vourroù bras ha gwenn.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur pevarzroadeg-deiz an hini eo hag a vev er gwez. Etre 23 ha 25,5 cm eo hirder e gorf hag etre 39 ha 41,5 cm hini e lost, ha war-dro 450 grammad e bouez.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra al loen diwar amprevaned ha frouezh kement ha diwar ar gom a ver diouzh rusk gwez 'zo.
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou isspesad zo dezhañ : Saguinus imperator imperator ha Saguinus imperator subgrisescens.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kavet e vez e mervent diazad an Amazon e reter Perou, en hanternozh Bolivia ha kornôg Brazil.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ N'en deus al loen anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
