Talat Paşa
Mehmet Talat, anavezetoc'h evel Talat Paşa (Kırcaali, proviñs Edirne, Turkia, 1872 - Berlin, 15 a viz Meurzh 1921) a oa unan eus pennoù luskad an Durked Yaouank. Unan eus renerien an Impalaeriezh Otoman e voe etre 1913 ha 1918 hag e 1917 e teuas da vezañ Vizir bras, da lavaret eo kentañ ministr.
Ganet e voe en Edirne, e Trakia, el lodenn europat eus Turkia. Eus ur familh kemmesket, turk ha pomak, e oa. Ur wech deuet bras e emellas el luskadoù a-enep renad ar sultan Abdülhamit II. Abalamour da se e voe harzet e 1893. E 1908 e teuas da vezañ ezel eus ar strollad İttihat ve Terakki Cemiyeti, a voe egin emsav an Durked Yaouank. Goude Dispac'h an Durked Yaouank e 1908 e teuas da vezañ kannad Edirne er Parlamant otoman, hag e miz Gouere 1909 e voe anvet da vinistr an Diabarzh.
Evel Ministr an Diabarzh e voe Mehmet Talat unan eus ar re a voe kiriek da lazhadeg an Armenianed. Reiñ a reas urzh d'ar 24 a viz Ebrel 1915 da herzel Armenianed en Istanbul ha plediñ a reas gant al lezenn evit argas an Armenianed eus o douaroù e reter an Impalaeriezh, e miz Mae 1915.
A-benn ar fin e voe anvet da Vizir bras e 1917. E miz Du 1918, e dibenn ar Brezel-bed Kentañ, pa godianas an Impalaeriezh Otoman dirak ar Gevredidi, e tec'has kuit asambles gant Enver Paşa ha Cemal Paşa, ha mont da repuiñ da Verlin, en Alamagn. Gant servijoù kuzh Breizh-Veur hag an Unvaniezh Soviedel e voe divizet e lazhañ abalamour d'e berzh er Brezel-bed Kentañ. Kaset e voe ar muntr da benn e miz Meurzh 1921 gant Soghomon Tehlirian, un Armenian harluet,
E 1943 e voe kaset e relegoù eus Berlin da Istanbul ha douaret eno, e bered Şişli.
Evit an darn vrasañ eus an istorourien hiziv eo kiriek Talat Paşa, Enver Paşa ha Cemal Paşa da ouennlazh an Armenianed.