Mont d’an endalc’had

Kontelladoù el Lise Gambetta en Arras

Eus Wikipedia
Tagadenn kontell Lise Gambetta en Arras
stabbing attack
Rann eussponterezh islamek en Europa, sponterezh e Bro-C'hall Kemmañ
ArvezDevezh bedel an Jihad Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadArras Kemmañ
Lec'hlycée Gambetta-Carnot Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°17′16″N 2°46′34″E Kemmañ
Deiziad13 Her 2023 Kemmañ
ArmamentKontell Kemmañ
BukennDominique Bernard Kemmañ
OberourMohammed Mogouchkov Kemmañ
GouzañverienDominique Bernard, David Verhaeghe, Jacques Davoli Kemmañ
Map

Un dagadenn gant ur gontell a zo bet mintin an 13 a viz Here 2023 el Lise Gambetta-Carnot en Arras, en departamant Pas-de-Calais, e Bro-C'hall.

Dominique Bernard, ur c'helenner galleg 57 vloaz, a zo stoket er gouzoug hag er vrusk en ur glask difenn ar skolidi, marvet eo. Daou zen all eus al lise (ur c'helenner sport gloazet en dremm ha penn labourerien kempenn al lise tizhet gant meur a daol kontell) a zo gloazet don. An dagadenn a zo bet filmet gant skolidi.

An tager a zo Mohammed Mogouchkov, oadet a 20 vloaz, hag a zo bet harzet buan lakaet ouzh an dalc'h gant an archerien. Ur breur yaouankoc'h a zo bet harzet ivez, 16 vloaz, dre ma oa war varc'h-houarn nepell diouzh ur skol en Arras.

Hervez testenni Martin-Roch Doussau, kelenner prederouriezh el Lise Gambetta, ar sponter a oa o klask « ur c'helenner Istor » da lazhañ. Dre-se e vez graet liamm gant Lazhadenn Samuel Paty : tri bloaz a-raok, ar c'helenner Istor-douaroniezh a oa bet lazhet ha dibennet a daolioù kontell gant Abdoullakh Anzorov eñ ivez a orin vaïnakh evel sponter Arras.

Kalz lidoù-koun a zo bet dre ar vro, dreist-holl er skolioù.

Plasenn an harozed en Arras, unan eus al lec'hioùimplijet evit reiñ koun evit Dominique Bernard.

D'ar 15 a viz Here 2023, Ar strollad broadelour gall eus an tu dehoù pellañ L'Oriflamme en deus livet ti ar Parti Communiste Français evit flatrañ ar fed e oa bet harpet familh ar sponter da chom e Bro-C'hall pa oa klasket skarzhañ anezho gant ar Stad C'hall[1].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]