Kontelladoù el Lise Gambetta en Arras
Rann eus | sponterezh islamek en Europa, sponterezh e Bro-C'hall |
---|---|
Arvez | Devezh bedel an Jihad |
Stad | Frañs |
E tiriad | Arras |
Lec'h | lycée Gambetta-Carnot |
Daveennoù douaroniel | 50°17′16″N 2°46′34″E |
Deiziad | 13 Her 2023 |
Armament | Kontell |
Bukenn | Dominique Bernard |
Oberour | Mohammed Mogouchkov |
Reuzied | Dominique Bernard, David Verhaeghe, Jacques Davoli |
Un dagadenn gant ur gontell a zo bet mintin an 13 a viz Here 2023 el Lise Gambetta-Carnot en Arras, en departamant Pas-de-Calais, e Bro-C'hall.
Dominique Bernard, ur c'helenner galleg 57 vloaz, a zo stoket er gouzoug hag er vrusk en ur glask difenn ar skolidi, marvet eo. Daou zen all eus al lise (ur c'helenner sport gloazet en dremm ha penn labourerien kempenn al lise tizhet gant meur a daol kontell) a zo gloazet don. An dagadenn a zo bet filmet gant skolidi.
An tager a zo Mohammed Mogouchkov, oadet a 20 vloaz, hag a zo bet harzet buan lakaet ouzh an dalc'h gant an archerien. Ur breur yaouankoc'h a zo bet harzet ivez, 16 vloaz, dre ma oa war varc'h-houarn nepell diouzh ur skol en Arras.
Hervez testenni Martin-Roch Doussau, kelenner prederouriezh el Lise Gambetta, ar sponter a oa o klask « ur c'helenner Istor » da lazhañ. Dre-se e vez graet liamm gant Lazhadenn Samuel Paty : tri bloaz a-raok, ar c'helenner Istor-douaroniezh a oa bet lazhet ha dibennet a daolioù kontell gant Abdoullakh Anzorov eñ ivez a orin vaïnakh evel sponter Arras.
E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz lidoù-koun a zo bet dre ar vro, dreist-holl er skolioù.
D'ar 15 a viz Here 2023, Ar strollad broadelour gall eus an tu dehoù pellañ L'Oriflamme en deus livet ti ar Parti Communiste Français evit flatrañ ar fed e oa bet harpet familh ar sponter da chom e Bro-C'hall pa oa klasket skarzhañ anezho gant ar Stad C'hall[1].