Tacheles
Tacheles a zo ur greizenn arzoù alternativel e Oranienburger Straße (54-56a), e Mitte (Berlin). Ur ger yidek eo “tacheles”, talvezout a ra kaozeal splann.
Ar savadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo bet etre 1907 ha 1908. Er penn-kentañ e oa ur stal vras, 5 estaj dezhi. Mont a reas ar stal en-dro etre 1909 ha 1914. Ne ouezer ker ar pezh a zo c’hoarvezet eno etre 1914 ha 1924. E 1924 e voe ouzhpennet ur c’hav. Bez eus anezhañ c’hoazh hiziv an deiz, lesanvet eo Tresorraum. Goude 1928 e voe implijet gant an embregerezh Allgemeine Elektrizitäts-Gesellschaft (AEG). Anvet e voe Haus der Teknik. Unan eus abadennoù skinwel kentañ Alamagn a voe filmet eno er bloavezhioù 1930. Er bloavezhioù 1930 e voe ivez implijet gant Talbenn alaman al labour (Deutsche Arbeitsfront, DAF), ur strollad nazi. Implijet e voe ivez evel burev gant SS. Prizonidi c’hall a voe bac’het eno e 1943, ha kalz distruj a voe da vare emgann Berlin. Daoust ma voe implijet er bloavezhioù 1950 ez eas stad ar savadur war washaat. Ul lodenn a voe dinamitet er bloavezhioù 1960, hag ul lodenn all a voe distrujet e 1980.
Kunsthaus Tacheles
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1990 e voe anv da zistruj ar savadur da vat. Sañset e oa bezañ distrujet e miz Ebrel 1990. D’an 13 a viz C’hwevrer 1990 en em vodas eno ur strollad arzourien (Künstlerinitative Tacheles), hag e krogjont da aloubiñ ar savadur. Un emglev a voe kavet e 1998 a-benn ar fin, hag e chomas an arzourien eno. Sañset eo ar savadur bezañ distrujet a-benn dibenn 2008. E Tacheles e kaver un davarn (Zapata Bar), salioù diskouezadegoù, ur sinema, ha stalioù-labour an arzourien. E-touez an arzourien o deus bet diskouezet o labour e Tacheles emañ Mark Divo, Mutoid Waste Company (kizellerien), Spiral Tribe (strollad sonerezh), DNTT (strollad c’hoariva), Lennie Lee, Sasha Waltz pe c’hoazh Ramm Theater.