Sékouba Konaté
Neuz
Sékouba Konaté (ganet d'ar 6 a viz Even 1964 e Conakry) zo ur soudard hag ur politikour eus Ginea, bet prezidant ar vro etre 2009 ha 2010.
Konaté a gemeras perzh, asambles gant Moussa Dadis Camara, en taol-Stad aozet da heul marv Lansana Conté e miz Kerzu 2008. Lakaet e voe da vesprezidant ha ministr an difenn. Goude ma voe klasket lazhañ Camara d'an 3 a viz Kerzu 2009 e voe fiziet ar garg a brezidant en etrekarg da Gonaté. Aozañ a reas dilennadeg 2010, gounezet gant Alpha Condé.
Daveenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn][1], pennad e Jeune Afrique, 09/03/2009
Prezidanted Ginea |
|||
---|---|---|---|
|