Alpha Condé

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Alpha Condé e 2012.

Alpha Condé (ganet d'ar 4 a viz Meurzh 1938 e Boké) zo ur politikour gineat ha prezidant ar vro abaoe 2010.

Goude bezañ graet e studioù e Pariz (Bro-C'hall) ha labouret eno evel kelenner e tistroas da C'hinea hag e kemeras perzh e dilennadegoù 1993. Koll a reas a-enep Lansana Conté, prezidant Ginea abaoe taol-Stad 1984. Lakaat a reas e anv e dilennadegoù 1998 met harzet ha bac'het e voe d'ar 16 a viz Kerzu 1998 a-raok fin ar mouezhiañ war-zigarez e klaske distabilaat ar gouarnamant. Dieubet e voe d'an 18 a viz Mae 2001. Gounezet en deus dilennadegoù 2010 ha deuet eo da vezañ prezidant Ginea d'an 21 a viz Kerzu 2010.

War hent an diktatorelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2011 en deus lamet ar gwir da vurutellat oberoù ar gouarnamant er c'hazetennoù. Tamallet e vez dezhañ kregiñ d'en em zerc'hel evel un diktatour.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.