Mont d’an endalc’had

Memento Park

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Szobor Park)
Enkerzh pennañ Memento Park

Memento Park pe Szobor Park « Park an delwennoù » zo ur mirdi dindan an amzer e kêr Vudapest. Gouestlet eo da reiñ da ziskouez spouroni an hollveliegezh komunour a oa bet war Hungaria dre an delwennoù bet savet da enoriñ ar gomunouriezh.

« Ur sell diwezhañ dre ar Rideoz-houarn [...] Kantadoù a donennadoù a gomunouriezh »

— Sturlevr ofisiel gant Burev an douristelezh e Budapest, 2011

Istor Memento Park

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude freuz-stal ar bloc'h Soviedel ha fin ren Republik Poblek Hungaria, kuzul-kêr Budapest a zivizas er bloavezh 1991 lemel an holl lec'hioù-enoriñ d'ar gomunouriezh, 41 anezho.
Lakaet int bet war ziskouez en ul lec'h hepken, ur mirdi test eus an hollveliegezh komunour a oa bet war ar vro.

An tisavour Ákos Eleöd a oa bet ar maout gantañ a-benn bezañ urzhier ar mirdi nevez dindan stumm ur park bet digoret e 1993[1].

Ur sell war Memento Park

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù Diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Courrier International, 25 a viz Ebrel 2013 (fr)