Suzon de Terson

Eus Wikipedia

Suzon de Terson zo ur varzhez c'hallek hag okitanek eus ar XVIIvet kantved.

Alberz eus he buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Suzon de Terson en 1657 e Puylaurens e ti protestanted pinvidik. En-yaouank e oa troet gant ar barzhoniañ. Gant he barzhonegoù e sachas evezh Paul Pellisson hag Akademiezh Castres. Dimeziñ a reas d'ar pastor Elie Rivals, ma teuas da vout « dame Rivals ». En 1685 e varvas goude un hir a gleñved a gaver an dasson anezhañ en hec'h oberenn. Embannet e voe he skridoù e 1968, gant Christian Anable.

Oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Poësies diverses de Demoizelle Suzon de Terson (1657-1685), embannet gant Christian Anable, Lo Libre Occitan, 1968.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Marie France Hilgar, « Suzon de Terson », in Katharina M. Wilson, An Encyclopedia of continental women writers, 1Patrom:Er vol. (A-K), Taylor & Francis, 1991, p. 312-313.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]