Sumba
Neuz
Sumba zo unan eus inizi Indonezia, e proviñs Nusa Tenggara Timur.
Emañ er gevred da enez Sumbawa hag er c'hreisteiz da enez Flores. Er reter emañ enez Timor. En em astenn a ra war 11 153 km² hag annezet eo gant 611 954 a dud (2009). Waingapu eo kêr vrasañ an enezenn.
Tud Sumba a gomz yezhoù malayek-polinezek. Etre ur c'hard hag un drederenn anezho zo animisted (relijion hengounel "Marapu") hag ar braz eus ar re all zo kristenien.
Unan eus inizi paourañ Indonezia eo Sumba.