Sublime Porte

Eus Wikipedia
Ar Sublime Porte, er marevezh ottoman
Ar Sublime Porte, en 2006

Ar Sublime Porte eo an anv gallek roet da zor-enor ar vizir meur e Konstantinopolis, en amzer an Impalaeriezh ottoman abaoe 1536.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 1536 e voe kaset ur c'hannad gant ar roue gall Frañsez I. Tremen a reas dindan bolz an nor a oa anvet Bâb-ı Âli en arabeg, da lavarout eo « an nor uhel » pe « nobl », a voe troet gant ur jubennour, gant Sublime Porte. Adkemeret e voe an anv gant an holl ziplomated pa oa ar galleg o yezh vicherel.