Subaé

Eus Wikipedia

Ar stêr Subaé (Rio Subaé e portugaleg) zo ur stêr eus e stad Bahia e Brazil.

Eieniñ a ra e Feira de Santana, ma ro hec'h anv da veur a lec'h, evel ar bairro Subaé , tremen a ra dre São Gonçalo dos Campos ha Santo Amaro da Purificação, ur fabourzh da Salvador da Bahia, a-raok aberiñ e Baía de Todos os Santos. Meur a adstêr he deus, Serjimirim en o zouez.

Brudet eo ivez da vezañ unan eus ar gwashañ stêrioù kontammet gant plom er bed. A-hervez emaer ouzh he digontammiñ.