Mont d’an endalc’had

Studiolo Isabella d'Este

Eus Wikipedia
Ar Menez Parnassos gant Andrea Mantegna
Minerve chassant les Vices du jardin de la Vertu, gant Mantegna
Le Combat de l'Amour et de la Chasteté, gant Pietro Perugino.
Ren Comus gant Lorenzo Costa.
Alegorienn lez Isabella d'Este, gant Lorenzo Costa

Studiolo Isabella d'Este zu ur c'habined marzoù savet evit an dugez Isabella d'Este, e diabarzh palez duged Mantova, da gentañ en estaj nobl pe piano nobile ar c'hastell anvet Castello San Giorgio, ha goude, adal 1523, en ti-annez anvet Corte Vecchia.

D'an 12 a viz C'hwevrer 1490 eo e timezas Francesco II di Mantova da Isabella d'Este. Neuze ez eas da chom da gastell Sant Jord (Castello di San Giorgio) Mantova. Eno e oa-hi o chom er piano nobile, nepell diouzh Kambr ar Priedoù livet gant Mantegna). Kempenn a reas-hi daou bezhig eno eviti hec'h-unan. Unan a oa ur studiolo (adalek 1490 moarvat). Eno e tegemere he c'houviidi dirak alegoriennoù livet gant Andrea Mantegna, Perugino, Corregio ha Lorenzo Costa. Ar pezhig all, la grotta (kentañ meneg anezhañ a oa en 1498), a denne d'ur vougev dindan an douar[1].

Dastumet e voe gant Isabella d'Este en e studiolo, hervez giz an amzer e lezioù Italia, traezoù a bep seurt a blije dezhi, hag alegoriennoù urzhiet digant Mantegna. En aner e c'houlennas oberennoù digant Giovanni Bellini, Leonardo da Vinci ha Francesco Francia; ne deuas a-benn da gaout, e 1505, bemet taolenn Perugino, Ar Stourm entre ar Garantez hag an Diorged. Pa varvas Mantegna, ha n'en devoa graet nemet un tamm eus al labour goulennet, eo Lorenzo Costa an hini a gendalc'has gant al labour

  1. Françoise Viatte, Léonard de Vinci : Isabelle d'Este, RMN, 1999.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Alberta De Nicolò Salmazo, Mantegna (1996). Troet e galleg gant Francis Moulinat ha Lorenzo Pericolo (1997), evit an dastumad " Maîtres de l'art", Gallimard Electa, Milan (ISBN 2 07 015047 X)

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]