Mont d’an endalc’had

Stroopwafel

Eus Wikipedia
Stroopwafel

Stroopwafel a reer eus gwastilli eus an Izelvroioù. Ijinet eo bet ar stroopwafel e 1784 e Gouda.

Ur bouloudenn toaz lakaet war ur mekanik da boazhañ stroopwafel
Ar sirop a gaver e diabarzh ar stroopwafel

Ar stroopwafel a zo ur wastelenn diazezet war div c'halfrezenn. Etrezo e lakaer sirop karamel.[1],[2]

An toaz a zo ennañ ur meskaj bleud, amann, sukr rous, goell, laezh ha vioù. Ur wech poazh, hag e-keit m'eo tomm c'hoazh e vez troc'het ar c'halfrezenn e daou. Ar gwarnitur, hag a zo diazezet war sirop, sukr rous, amann ha kanell, a vez lakaet etre an daou damm, hag e pegont neuze an eil ouzh egile.[1]

Ar stroopwafel a zeu eus Gouda. Ijinet e voe e dibenn an XVIIIvet kantved[3] pe e penn-kentañ an XIXvet kantved[1] gant ur baraer a implijas restachoù toaz, mesket gant sirop. Hervez lod e vije bet ijinet gant ur baraer dianv e 1784.[3] Hervez lod all e vije bet ijinet gant ar baraer Gerard Kamphuisen, hag en dije fardet ar stroopwafel gentañ etre 1810, pa zigoras e stal vara, ha 1840 : er bloavezh-se e kaver roud ar sekred-kegin stroopwafel koshañ.[1] En XIXvet kantved e oa war-dro 100 baraer a farde stroopwafel e Gouda, hag er gêr-se nemetken e voe fardet stroopwafel. Goude 1870 e voe fardet stroopwafel e diavaez Gouda. E meur a labouradeg e voe fardet stroopwafel en XXvet kantved. E 1960 e oa 17 anezho e Gouda, hiziv an deiz e chom peder nemetken.[1]


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.