Strollad Komunour Lesotho

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Strollad Komunour Lesotho (e sothoeg: Mokhatio oa Makomonisi a Lesotho; e saozneg: Communist Party of Lesotho) a oa anv ur strollad krouet e Lesotho e 1962, gantañ da Sekretour kentañ John Motloheloa.

Daoust ma oa bet berzet ar Strollad gant al lezenn e 1970 e kendalc'has da stourm dre guzh betek ma oa bet anavezet adarre evel ur Strollad lezennel e 1991.

Goude ma'c'h eas renad an apartheid da get e Suafrika e savas ar Strollad a-du evit stagañ Lesotho ouzh Suafrika.

Embannet e veze gant ar Strollad ar gelaouenn Mosebetsi hag ar pemdezieg Mafube, aet da get e 1997.

Mokhafisi Kena zo e penn ar strollad hiziv.