Mont d’an endalc’had

Strollad Komunour Iran (Marksour-Leninour-Maoour)

Eus Wikipedia

Strollad Komunour Iran (Marksour-Leninour-Maoour) (e farsieg:حزب کمونیست ایران (مارکسیست-لنینیست-مائوئیست) a zo anv ur strollad maoour oberiant en Iran ma stourm a-enep d'ar Republik Islamour.

Talvezout a ra ar strollad da gevrenn iranek Luskad Dispac'hel Etrebroadelour (Revolutionary Internationalist Movement, RIM).

Diorroet e oa bet diwar al Luskad Sarbedaran hag Unvaniezh Komunourion Iran (Sarbedaran).

Ur vro damc'hladdalc'hel ha damdrevadennet a zo eus Iran ha klask a ra ar strollad reiñ lañs da "Vrezel ar Bobl" en Iran.

Embannet e vez gant ar Strollad kelaouennoù evel حقیقت (Haghighat; "Gwirionez") ha جهانی برای فتح (Jahani Baraye Fath; "Ur Bed da C'hounez"), troidigezh faziek kelaouenn RIM A world to win.


Liammoù diavaez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]