Strollad Komunour Aotearoa

Eus Wikipedia

Strollad Komunour Aotearoa (e saozneg: Communist Party of Aotearoa) a 'zo anv ur strollad maoour bet krouet en Zeland-Nevez/Aotearoa e 1993 da heul un disrann e diabarzh Strollad Komunour Zeland-Nevez, bet anezhañ ur strollad maoour gwezhall met aet tamm-ha-tamm pelloc'h-pellañ war hent an drotskouriezh.

N'anavezer ket izili ar Strollad dre ma labour dre guzh a-dreuz talbennoù, da skouer er skolioù-meur.

Abaoe kreiz ar bloavezhioù 1990 emañ ar Strollad o kaozeal gant un disrann maoour all diouzh Strollad Komunour Zeland-Nevez, anvet Aozadur evit Unaniezh ar Varksouriezh (Organisation for Marxist Unity, OMU), evit klask dont a-benn da gendeuziñ gantañ.

Embannet e veze ar gelaouenn Red Flag ("Banniel Ruz") gant ar Strollad.

Liammoù diavaez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]