Strollad Komunour (Marksour-Leninour) San Marino

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Strollad Komunour (Marksour-Leninour) San Marino (en italianeg: Partito Comunista (Marxista-Leninista) di San Marino) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour a-du gant linenn bolitikel Sina bet krouet e San Marino e 1968 gant Luskad Marksour-Leninour San Marino, bet krouet un nebeut bloavezhioù a-raok da heul un disrann e diabarzh Strollad Komunour San Marino.

Pa gemeras perzh ar Strollad er mouezhiadegoù e 1969 da geñver an dilennadegoù evit parlamant ar vro ec'h eas gantañ 1,24%, izelaet betek 0,8% e 1974 (121 mouezh en holl), tapet gantañ dileuriad/ez ebet en daou degouezh.