Mont d’an endalc’had

Strollad Broadel ar Beizanted

Eus Wikipedia
Logo Strollad Broadel ar Beizanted eus 1933.
Strollad Broadel ar Beizanted
strollad politikel
Deiziad krouiñ10 Here 1926 Kemmañ
Anv er yezh orinPartidul Național Țărănesc, Kemmañ
PrezidantIuliu Maniu Kemmañ
StadRoumania Kemmañ
Ideologiezh politikelmonarchism, agrarianism, broadelouriezh roumanian Kemmañ
Heuliet gantChristian-Democratic National Peasants' Party Kemmañ
SRGB color hex tripletB20303 Kemmañ
Deiziad divodañ29 Gouere 1947 Kemmañ

Strollad Broadel ar Beizanted (brudet ivez evel Strollad Broadel Peizant pe Strollad Broadel ar feurmourien; roumaneg: Partidul Național Țărănesc, pe Partidul Național-Țărănist, PNȚ) a oa ur strollad politikel eus Rouantelezh Roumania. Savet e voe e 1926 dre gendeuziñ ar Strollad Broadel Roumaniat (SBR), ur strollad rannvroelour mirour diazezet e Treuzsilvania, ha Strollad ar Beizanted (SP), a oa bet o kendeuziñ gant skourr kleiz al luskad peizant er Rouantelezh kozh ha Besarabia.

Kendeuziñ da vat an hollad strolladoù-se a oa bet goude dek bloavezh liammoù o vont war greñvaat, ar pezh en devoa krouet un enebiezh gwirion ouzh ar Strollad Frankizour Broadel a oa e penn politikerezh ar vro. Ar vroadelourien peizant a oa savet a-du gant mennad ur "Stad peizant", a vefe difenner ar beizanted gant atantoù bihan a-enep ar gapitalisted perc'hennerien veur an douaroù met ivez a-enep ar sokialouriezh stad. Gwelloc'h e oa dezho kaout un ekonomiezh diazezet war ur c'hevelouri a youl-vat.