Strollad Bavaria

Eus Wikipedia

Strollad Bavaria ((de) Bayernpartei, BP) a zo ur strollad disranner bavariat krouet e 1946 hag a zo e bal sevel ur republik Bavaria dizalc'h e-barzh Unaniezh Europa. Kannidi eñ-deus bet er Bundestag etre 1953 ha 1957 hag e landtag Bavaria betek 1962. War zigresk eo bet adalek-se, avat, ha da zister eo bet e bouez er vuhez bolitikel lec'hiel. Andreas Settele eo e brezidant a vremañ.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1945 e krouas ur bodad a zizalc'hourien vavariat dastumet gant Ludwig Max Lallinger ar Bayerische Demokratische Union. Ne voe ket asantet ar strollad-se gant an aotrounegiezh-zalc'h amerikan, avat, ha d'ar 28 a viz Here 1946 e krouas Lallinger ha Jakob Fischbacher ur strollad nevez : ar Bayernpartei. Kreñvaet e voe gant tud deuet eus ar CSU ha gant reoù arall a c'hoantae distro ar Wittelsbached. Un degad a villadoù ag izili eñ-doa neuze ha pouezus tre e oa er-maez hag er renkadoù-etre. Alois Baumgartner, un penn-bras kozh eus ar CSU a yeas da brezidant.

E raktres, asañtet e 1949, a zo emverour, katolik hengounel, kevredadour, unpennelour hag enep-sokialour. Ne ziforc'he deus ar CSU nemet dre an derez ag amverouriezh a c'houlenn evit Bavaria.

20,9 % ar mouezhioù ha 17 kannad er Bundestag a c'hounezas ar strollad e Bavaria e dilennadegoù 1953. War zigresk ez eas goude-se avat. Kudennoù diabarzh ez eus a-zivout perzh ar relijion gatolik. Ouzhpenn-se e red al lezenn dilennel nevez ar strolladoù da c'hounid 5% ar mouezhioù er vro a-bezh ma fell dezho mont e-barzh ar parlamant kreiz. Divarrek e voe Strollad Bavaria d'hen ober, daoust d'e gevredad gant ar Zentrum. Kollet e voe gantañ tout e gannidi e 1957 ha da zigreskiñ e grogas e gontoù el live bavariat.

Dilennadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Landtag
Bundestag
Parlamant Europa
2018 1.7%    
2014     1.3%
2013 2.1% 0.9%  
2009   0.7% 1.0%
2008 1.1%    
2005   0,5%  
2004     1,0%
2003 0,8%    
2002   0,1%  
1999     0,4%
1998 0,7% 0,4%  
1994 1,0% 0,6% 1,6%
1990 0,8% 0,5%  
1989     0,8%
1987   0,4%  
1986 0,6%    
1984     0,6%
1982 0,5%    
1978 0,4%    
1974 0,8%    
1970 1,3%    
1969   0,9%  
1966 3,4%    
1962 4,8%    
1958 8,1%    
1954 13,2%    
1953   9,2%  
1950 17,9%    
1949   20,9%  

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]