Strizh-mor Tsugaru
Strizh-mor Tsugaru (津軽海峡 Tsugaru Kaikyō, e japaneg) zo ur strizh-mor etre enez Honshū hag enez Hokkaidō e hanternoz Japan.
Etre 140 ha 200 metr donder eo ar mor ennañ ha 19,5 km eo e hed en e strishañ.
Un tunnel zo dindanañ abaoe 1988, anvet tunnel Seikan, gant un hent-houarn ennañ. A-raok ne oa nemet bigi-treizh da vont eus Honshu da Hokkaido, dindan 4 eur. E 1954 e oa bet ur gwallzarvoud gant ur vag-treizh, ha 1155 den a oa bet beuzet.
Thomas Blakiston (1832-1891), un ergerzher ha naturour saoz, e oa bet an hini kentañ o verzout pegen disheñvel e oa al loened a bep tu d'ar strizh-mor : re Hokkaidō a denn da re Norzh Azia, tra ma tenn re Honshu da re Su Azia. Abalamour d'an dra-se e seller ouzh strizh-mor Tsugaru evel un harz a-fet al loened, ha "linenn Blakiston" a reer eus ar vevenn-se.