Streymoy
Neuz
Streymoy eo an hini vrasañ hag an hini bobletañ eus an inizi Faero. Emañ Tórshavn, kêr-benn ar vro, e penn kreisteiz an enezenn, troet trema ar reter.
Talvezout a ra Streymoy kement hag enez ar froud : ar froud-mor a zo anv anezhañ eo an hini a zo etre Streymoy hag enez Esturoy (enez ar reter).
Rannet eo an enezenn etre peder c'humun, Tórshavn, Kvívík, Sunda ha Vestmanna.
Poblet eo Streymoy gant 22 400 a dud, ar pezh a ra 40 % eus poblañs an enezeg a-bezh. Emañ an darn vrasañ eus an dud-se o chom e Tórshavn.