Mont d’an endalc’had

Strapenn

Eus Wikipedia
Ur c'havr staget ouzh ur strapenn e metal er C'hab Glas.

Ur strapenn zo un post sanket en douar, e koad peurliesañ, gant ur c'hrog pe ur walenn evit stagañ ul loen outi gant ur gordenn, da skouer ur c'havr pe un azen. Lakaet e vez en ur park bennak evit lezel an aneval da beuriñ e diabarzh ar c'helc'h a c'hall tresañ ; ha seul hiroc'h ar gordenn seul vrasoc'h ar c'helc'h.

Matematikoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Kudenn ar c'havr" zo un anv roet da gudennoù matematikoù diwar-benn ar gorread geot a c'hall peuriñ ur c'havr staget ouzh ur strapenn, hervez hirder ar gordenn.

Troioù-lavar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Lipat e strapenn" pe "debriñ e strapenn" zo un dro-lavar evit komz eus un den rivinet, evel ar c'havr n'he deus ket ar choaz nemet da lipat he strapenn, peuret ma z'eo bet tout ar geot ganti.

"Ober strapenn" zo gortoz en ul lec'h bennak, hep mont kuit, evel ar strapenn sanket en douar.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Strapenn er
wikeriadur, ar geriadur frank.