Stevell
Ur stevell[1] (anvet ivez tog-pich) a zo anezhañ ur gouin graet gant latex peurliesañ hag a vez lakaet war-c'horre ar c'halc'h evit ar baotred pe e diabarzh ar forzh evit ar maouezed. Savet eo bet ar ger diwar stev/steviañ a dalvez kement ha stouv/stouvañ ; daoust d'an div familh gerioù bezañ tost e-keñver an neuz hag ar ster, a orin disheñvel int[2].
Talvezout a ra ar stevell da vevenn fizikel a-benn mirout ouzh ar sper da frouezhusaat ar vi. Implijet e vez ar stevelloù ivez evit chom hep tapout meur a gleñved dre zarempredoù rev (SDR).
Doare-implij
Ret eo goût eo ral-tre kaout kudennoù gant ur stevell (toullañ pe ruzañ kuit) pa vezont implijet mat.
- Arabat implijout stevelloù aet kozh (sellit atav ouzh an deiziad war ar pakad pe war ar voest).
- Implijet ur stevell ur wech nemetken. Arabat adimplijout ur stevell.
- Diwallit, pa zigorit ar pakad, rak diregiñ ar stevell.
- Lakait ar stevell war penn ar c'halch ha diruilhet anezhi en ur skarzhañ an aer diouzh penn ar stevell dre he fiñsat etre ar bizied.
- Ret eo sachañ ar c'halc'h er-maez diouzhtu goude strinkañ hag a-raok ma teufe gwak en-dro en ur diwall ne redfe kuit ar sper.
- Grit ur skoulm er stevell ha laka anezhi er pod-lastez (arabat lakaat anezhi er privezioù).
Gant relijionoù zo, evel da skouer Iliz Katolik, e vez difennet ouzh an dud a gred enne implijout stevelloù.
Hervez ur studiadenn bet kaset da-benn e 2001study, implijout stevelloù a zo talvoudus-tre evit bihanaat ar riskl da dapout ur c'hleñved dre zarempredoù rev (SDR), da skouer:
- Azoniad hangaezivig arzeuat (HAZA): 85% nebeutoc'h a riskl
- gonorrhea (paotred): 71% nebeutoc'h a riskl