Steredenn liesek

Eus Wikipedia
Tresadenn eus HD 188753, Ur c'hoskoriad gant teir steredenn


Ur steredenn liesek zo ur reizhiad gravitadur ennañ meur a steredenn, anvet « elfennoù », e kelc'htro an eil re en-dro d'ar re all. Ar re stankañ eo ar stered doubl, met strolladoù teir steredenn (steredenn trizoubl), evel Alpha Centauri, Acrux, Alnitak pe koskoriadoù all kempleshoc'h c'hoazh gant peder, pemp pe c'hwec'h steredenn zo. War ar c'hontrol ne vez ket sellet ouzh an druilhadoù stered evel steredennoù liesek.