Steredenn David
Neuz
Steredenn David (hebraeg: מגן דוד, magen David, "skoed David") eo arouez ar yuzevegezh. Implijet eo bet e-giz-se abaoe ar XIVvet kantved d'an nebeutañ. A-raok e oa bet implijet an hexagrammaton evel tilsam gant yuzevien, kristenien ha muzulmaned. E 1948 ez eo bet lakaet da skoed-ardamez stad Israel.