Mont d’an endalc’had

Stered (embregerezh)

Eus Wikipedia

Stered a zo un embregerezh dilhad breizhat, krouet d'ar 25 a viz Mae 2009 gant daou zen yaouank. C'hoant o doa da vrudañ ar brezhoneg ha da grouiñ ur merk dilhad modern, nevez. Lugan ar merk a zo :"Stered, Awenet gant Breizh".

Gwerzhet e vez o dilhad dre internet hag e 5 departamant Breizh. Bet int oc'h ober tro ar festoù bras en hañv 2009.

D'an 30 a viz Mae 2009 o doa resevet eil Priz Dazont ar Brezhoneg. Ha d'an 19 a viz Genver 2010 ez eus bet resevet live 1 ar garta "Ya d'ar brezhoneg" gant an embregerezh, an hini gentañ eo en Il-ha-Gwilun[1]

  1. Ur gelaouadenn diwar-benn Stered

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]