Mont d’an endalc’had

Troazhañ

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Staotat)
Staotlec'h paotred
Gavr

Troazhañ (pe staotat) a vez laret eus skarzhañ troazh (pe staot) eus ar c'horf, dre c'houllonderiñ ar c'hwezigell. Gant an dud vras e vez mestroniet an troazhañ, met gant ar vugale vihanañ ne vez ket, ha gallout a reont troazhañ hep gouzout dezho. Deskiñ dezho mestroniañ o c'horf a rank o zud ober eta.

Pegement a vez troazhet a zo hervez pegement a vez evet. Dre vras e vez troazhet etre 1 000 ha 1 500 mililitrad bep 24 eur, en ur ober div pe deir gwech. Muioc'h a droazh a vez aozet gant ar c'horf war-dro 6 eur diouzh ar beure,

Lec'hioù da droazhañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mar bez troazhet pe staotet e staotlec'hioù bremañ n'eo ket bet evel-se a viskoazh. Ar pod-kambr zo bet ur benveg talvoudus a roe tro da staotat en tier e kêr pa c'halle an dud war ar maez ober evel a gerent: a-drek ur c'hleuz evit ar merc'hed, ouzh ar c'hleuz pe war ar bern teil evit ar baotred, pe c'hoazh er c'hrevier.

Pa ne vez ket skarzhet an troazh eus ar c'horf, pe pa vez nebeutoc'h eget 100 ml en un ober 24 eur, e komzer eus anuriezh.

Tud zo a gav o flijadur reizhel o vezañ staotet warne: ur barafiliezh eo kement-se.

Ral eo an oberennoù gant tud o troazhañ. Evit ar baotred eo Manneken-pis Brussel eo an hini vrudetañ.

Rembrandt en doa engravet ur vaouez o staotat e 1631. Pablo Picasso a reas unan all en un daolenn graet d'ar 16 a viz Ebrel 1965, La Pisseuse[1].


E-touez al loened, ar chas da skouer, e vez implijet an troazhañ da verkañ pe mestroniezh en un dachenn pe sujerezh. Sevel o fav pe kluchañ a ra ar chas da staotat.

Staotat dre aon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant an dud ivez e vez troazhet dre aon, anavezet eo ar c'hoant-staotat a-raok un amprouenn. La meada del miedo (staotadenn an aon) a lavar ar matador.

Troioù-lavar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un toullad troioù-lavar a zo diwar-benn an troazhañ, pe implijet e-lec'h ar verb troazhañ.

  • Cheñch dour d'ar pesked
  • Dourañ pato
  • Skuilhañ ur banne
  • Teurel dour

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Musée national d'art moderne, Centre George Pompidou