Stagell (yezhoniezh)
Neuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen stagell (saoz: conjunction) evit komz eus ur rummenn yezhadurel hag a dalvez da stagañ daou c'her, div frazenn pe div islavarenn an eil re ouzh ar re all.
Stagelloù a c'hell bezañ gerioù eeun ("met", "ha"...) pe troiennoù liesrann ("abalamour da", "gant ma"...).
Kemmañ a ra a yezh da yezh an elfennoù resis hag a c'hell talvezout da stagelloù. Peruliesañ, avat, ez eo ur stagell ur ger digemm ha gallout a ra bezañ laet etre an div elfenn kenstaget an eil diouzh egile gantañ pe get.
Rummataet e vez ar stagelloù hervez o c'harg resis er frazenn:
- Stagelloù kenurzhiañ: implijet evit liammañ div elfenn kevatal o fouez kevreadurezhel an eil ouzh eben, da skouer "ha", " hogen", "na", "met" (ha "mes"), nemet, """pe", "rak" ;
- Stagelloù kendave: implijet daou-ha-daou evit kenurzhiañ div elfenn, da skouer: "na... na...", "ken... ha..."
- Stagelloù isurzhiañ: implijet evit liammañ un islavarenn stag ouzh un islavarenn emren (pe "pennlavarenn"), da skouer "ma", "hag-eñ", "daoust ha ma", "goude ma", "a-raok ma", "abalamour da", "rak", "evit ma", "keit ha ma"...