Mont d’an endalc’had

Stadsdeel

Eus Wikipedia

Stadsdeel (liester stadsdelen; da lavaret eo lodenn eus ur gêr) eo an anv a vez roet da zistrigoù ul lodenn eus kêrioù brasañ an Izelvroioù.

Diwar ar 15 deelgemeenten a zo en Amsterdam ez eus 14 anezho a zo stadsdelen. Un doare gournamant eo, dre ma vez fiziet enno ar galloud seveniñ (stadsdeelwethouders) hag ar galloud lezenniñ (Stadsdeelraad, ur c'huzul dilennet gant an annezidi eo).

En Eindhoven e kaver stadsdelen, hag a glot gant ar c'hêrioù a voe kendeuzet en Eindhoven e 1920. Daoust ma vez graet anezho war ar paperioù ofisiel, n'o deus tamm perzh ebet a-fet politikerezh.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]