Stad Sant-Brieg

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Stad Sant-Brieg
Klub bet krouet e 1904
Livioù melen ha glas
Stad Stad Fred-Aubert
Kampionad 2015/2016 CFA 2 (str. A)
Prezidant Flag of Brittany.svg Guillaume Allanou
Gourdoner Flag of Brittany.svg Sylvain Didot

Stad Sant-Brieg, Stade Briochin ez-ofisiel, eo koshañ klub mell-droad Aodoù-an-Arvor. D'an 12 a viz Ebrel 1904 e voe krouet dindan an anv Stade et Véloce Club Briochin, rak ur rann varc'hhouarnerezh a oa enni. Pa voe degemeret atletourien ivez e voe kemmet e anv: Stade Briochin Université Club. Goude an Eil Brezel-bed ez eas da Stade Briochin. Etre 1993 ha 1997 e voe Stad Sant-Brieg ur c'hlub a-vicher anezhañ: Stade Briochin Côtes d'Armor a veze graet anezhañ d'ar c'houlz-se. Abalamour dezhañ bezañ graet freuz-stal e voe ret dezhañ paouez a-daol-trumm e miz Meurzh 1997. Er pempvet live e rankas adkregiñ ganti e miz Gwengolo. Abaoe 2011 eo deuet da benn ar Stad da bignat a rummad da rummad, a-drugarez da labour ar prezidant Guillaume Allanou ha d'ar gourdoner nevez Sylvain Didot. Abaoe 2013 e c'hoari Sant-Brieg e CFA 2, ar pempvet rummad, asambles gant Dinan-Léhon, Stad Lannuon ha skipailh B War-raok Gwengamp.
Melldroaderien Sant-Brieg a vez graet Gripied anezho. A-liv gant ardamezoù kêr Sant-Brieg eo o rochedoù, da lavarout eo melen ha glas. E Stad Fred-Aubert e c'hoariont aboe 1990.


Loreadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kib Frañs: 8vet gourfennoù 1966; 16vet gourfennoù 1921, 1925, 1968, 1978.
  • Kib ar C'hevre: 16vet gourfennoù 1995
  • Kampionad Frañs Rummad3: 1993
  • Kampionad Frañs Rummad4: 1991
  • Kampionad ar C'hornôg: 1959, 1968, 1974, 1990.
  • Kampionad Breizh DH: 2013

Sant-Brieg e CFA2 / strollad A[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezh Renk. Poent K.C’h. Trec’h. Rampo Deg. P.E. P.A. D.P. Paler gwellañ
2013/2014 3(de) 67 26 11 8 7 34 25 +9 Sébastien Blanchet (8)
2014/2015 5vet 68 26 12 6 8 35 25 +10 Martin Rouxel (8)
2015/2016 4re 65 26 9 12 5 30 21 +9
2016/2017

Sant-Brieg en eil rummad a-enep ar skipailhoù breizhat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skipailh K.C’h. Trec’h. A-rampo Deg. P.E. P.A. D.P.
Logo FC Lorient (2010).jpg FC Lorient 1 0 1 0 1 1 0
Stade-Rennais.png Stad Roazhon 2 0 1 1 2 3 - 1
WRGwengamp.jpg War-raok Gwengamp 2 0 0 2 1 2 - 1

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]