Mont d’an endalc’had

Karrek Loos y'n Koos

Eus Wikipedia
(Adkaset eus St Michael's Mount)
Karrek Loos y’n Koos, e 1901.
Ar roc’h, hag ar chaoser a gas di.

Karrek Loos y'n Koos pe Karrek Loes y'n Koes (« ar garreg louet er c’hoad » e brezhoneg) zo un enezennig war aod Kernev-Veur, dirak Marghasyow, nepell diouzh Pennsans. Saint Michael’s Mount eo anvet e saozneg, da lavaret eo Menez Mikael . Pa vez tre, e vez stag ouzh an douar-bras hag e c’haller mont di dre ur chaoser.

Dont a ra anv an enezenn (« ar garreg louet er c’hoad ») eus ar gredenn e oa gwechall un dorgenn a save e-kreiz ur c’hoad en em astenne war aod Kernev-Veur hag a vefe bet beuzet gant ar mor. Lenn a reer er C’hronik angl-ha-saoz e oa c’hoarvezet kement-se e miz Du 1199.

Adalek an VIIIvet kantved e voe ur manati eno. Gant ar roue Edouarzh ar C'hofesour e voe roet ar manati-se d’ar venec’h a oa e Menez Mikael ar Mor, e Normandi. Er Grennamzer e veze pirc’hirined o vont d’ar manati. Serret e voe avat dindan ren ar roue Herri VIII pa voe berzet an urzhioù katolik gant ar roue-se.

E-pad Brezel an Div Rozenn, er XVvet kantved e oa bet aloubet an enezenn gant an eil kostezenn hag eben. E 1473 e voe lakaet seziz e-pad 23 sizhunvezh war soudarded tiegezh Lancaster a oa bac’het enni. E-pad Brezel Diabarzh Bro-Saoz ivez e voe aloubet hag adaloubet gant armeoù Charlez I hag Oliver Cromwell.

Gweladenniñ an enezenn a c’haller bremañ : ur c’hastell zo hag ur chapel. Ur porzh bihan zo ha pa vez lanv e c’hall listri bras a-walc’h dont en aod. Ar rouanez Victoria he doa graet he diskenn eno e 1846.