Stêr Velen
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An eil stêr e-keñver an hirder eo ar Stêr Velen e Sina (黄河 Huang He e sinaeg), ar c'hwec'hvet er bed a-bezh, dezhi 5 464 km hed.


Andon ar stêr a zo er menezioù Bayankera e proviñs Qinghai, 4500 metrad a-us live ar mor. Redek a ra war-du ar c'hreisteiz dre seizh proviñs ha div rannvro emren : Qinghai , Sichuan, Gansu, Ningxia, Mongolia an Diabarzh, Shaanxi, Shanxi , Henan ha Shandong. Emañ e c'henoù e Dongying, e Shandong, e-lec'h m' en em daol er Mor Bohai. Kêrioù pennañ war lez ar stêr: Lanzhou, Wuhai, Baotou, Kaifeng, Luoyang, Zhengzhou ha Jinan. 944 970 kilometr-karrez eo he gorread dastum, met dre ma'z eo sec'h hin an darn vrasañ eus he zachenn, estreget al lodenn reter en Henan ha Shandong, ez eus nebeutoc'h a zour ennañ eget kalz stêrioù all e Sina. Dont a ra an anv "ar Stêr Velen" eus liv an dourioù. Trouzus eo he hent war ar plaenennoù, ha cheñchet he deus hent meur a wech a-hed ar c'hantvedoù. Gwechall e oa bet dour-beuz ar stêr kaoz eus ar c'holloù buhez war un dachenn vras. Implijet e vez kalz dourioù ar stêr evit dourañ. War-dro (1 900 km (1 180) mil) eo hirder diazad ar Stêr Melen (eus ar c'hreisteiz d'ar c'hornôg). War-dro 795 000 km2 eo he gorread dourañ hollek. He diazad a voe lec'h ganedigezh sevenadur kozh Sina, hag ar rannvro binvidikañ en hen Sina e oa. Al liñvadennoù distrujus hag ar c'hemmoù e red ar stêr a cheñchas alies lez ar stêr, a-wechoù uheloc'h eget live ar maezioù labour-douar tro-dro.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liñvadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Taranoù ar stêr velen gant Ma Yuan (1160–1225), tierniezh Song.
Ar stêr Velen zo unan eus meur a stêr a zo pouezus evit bezañs Sina met abeg eo bet da liñvadegoù distrujus ivez, en o zouez ar gwallreuzioù naturel nemeto en istor enrollet o deus lazhet ouzhpenn ur milion a dud. E-touez ar re varvusañ e oa al liñvadenn 1332–1333 e-pad an dierniezh Yuan, liñvadenn 1887 e-pad an dierniezh Qing hag a lazhas etre 900 000 ha daou vilion a dud, ha liñvadenn 1931 hag a lazhas etre 145 000 ha 150 000 a dud da nebeutañv[1]. Abeg al liñvadennoù-se eo an holl greun fin kaset gant ar stêr eus ledenez al Loess ; dilezet e vez a-hed traoñ gwelead ar stêr. Al lec’hid a laka ar ribloù naturel da sevel tamm-ha-tamm. N'haller ket rakwelet ar stankelloù dindan dour. A-benn ar fin, ar c'has ramzel a zour a rank kavout un hent nevez war-du ar mor, rediet eo da heuliañ an hent berrañ. Pa c'hoarvez kement-se e tileun ar stêr e plaenenn Sina an Norzh hag a-wechoù e kemer ur ganol nevez hag e skuilh an darn vrasañ eus an douaroù labour-douar, ar c'hêrioù pe ar c'hêriadennoù war e hent. A-wechoù e oa ivez ar respont hengounel da sevel dourioù uheloc'h-uhelañ a-hed ar ribloù o kemer perzh e grevusded al liñvadennoù. Pa dremenas an dour-beuz dre al liñvennoù, ne c'halle ket mui mont en-dro da leur ar stêr evel ma rafe goude un dour-beuz boas, rak uheloc'h e oa leur ar stêr a-wechoù eget ar maezioù tro-dro. Ar c'hemmoù-se a c'helle lakaat genoù ar stêr da fiñval betek 480 kilometres (300 mi), o tizhout a-wechoù ar meurvor en norzh da Ledenez Shandong hag a-wechoù er su.[2]
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ White. Levr Bras an Traoù Euzhus. ISBN 9780393081923.
- ↑ Gascoigne, Bamber ha Gascoigne, 2003 Sina, Perseus Books Group, (ISBN 0786712198)
