Stêr São Francisco

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad São Francisco zo ivez.
Aber ar stêr São Francisco e Piaçabuçu.
Red ar Stêr São Francisco

Ar stêr São Francisco (Rio São Francisco e portugaleg, gwechall Opara), lesanvet Velho Chico, zo ur stêr e reter Brazil, hag unan eus ar re bouezusañ ha hirañ er vro hag e Suamerika, gant 2 814 km. Treuziñ a ra pemp stad ha 521 kumun.


Eieniñ a ra er Serra da Canastra e kreisteiz Minas Gerais. Alese e red war-du an hanternoz. Treuziñ a ra stad Bahia, treiñ war-du ar reter ma ra un harzoù gant Pernambuco, goude war-du ar gevred, ma tisparti Sergipe hag Alagoas. En em deurel a ra er [[meurvor Atlantel] e Piaçabuçu en Alagoas.