Stêr Nakdong
Neuz
Ar Stêr Nakdong pe Nakdonggang eo ar stêr vrasañ eus Sukorea. Tremen a ra dre gêrioù Daegu ha Busan.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un harz naturel eo ar stêr, deuet eo da vezañ milbrudet e-pad Brezel Korea. Lu Sukorea hag e harperien a oa bet tost riñset ha ne zalc'he mui nemet kelc'h Pusan. Ar stêr a oa tu kornôg an difenn. Lakaet e oa bet ar pontoù da darzhañ a-us d'ar stêr Nakdong e Waegwan d'an 3 a viz Eost 1950 evit talañ ouzh an nerzhioù komunour didrec'het betek-henn a oa o vont da dizhout kêr Daegu. Hervez testennioù e oa bet lakaet ar pontoù da darzhañ tra ma oa repuidi warno, un toullad a varvas. Lod eus nerzhioù Norzhkorea a oa deuet a-benn da dreuziñ lodennoù eus ar stêr met dre vras e oa bet efedus an harz.