Columbia (stêr)

Ar stêr Columbia (Columbia River e saozneg) zo ur stêr e Norzhamerika, an hini hirañ e-touez ar re en em daol er Meurvor Habask. En em astenn a ra a-hed 1 953 km ha ledan-kenañ eo he genoù.
Eieniñ a ra er Menezioù Roc'hellek e Kolombia Vreizhveuriat, e Kanada. Tremen a ra goude-se e stad Washington er Stadoù Unanet hag a-hed 500 km e verk ar vevenn etre Stadoù Washington hag Oregon. En em deurel a ra er mor etre kêrioù Ilwaco (Washington) hag Astoria (Oregon), en norzh da gêr Portland.
Bez' ez eo ar stêr norzhamerikan a genderc'h ar muiañ a energiezh war-bouez kreizennoù dourdredan.
Anv-lec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Amerindianed a rae Wimahl eus ar stêr er yezhoù tchinoukek[1] komzet gant ar meuriadoù a oa o annez kostez tiriad aber ar stêr. Anvet e oa Nch'i-Wána er yezhoù sahaptinek[2] komzet gant ar meuriadoù a oa staliet a-hed ar stêr, an Nez-Percés da skouer, el lec'h a zo bremañ kreiz Stad Washington. An daou dermen o deus ar memes ster a zo "stêr vras".
Adanvet e voe ar stêr gant Robert Gray diwar anv e lestr, ar skloup prevez amerikan Columbia Rediviva, gwerzh ar feurioù e gefridi. E skipailh eo an hini kentañ eus ar C'hornôg a verdeas e 1792 e-barzh aber ar stêr vras o tont eus ar Meurvor Habask[3]. Douetañs zo war orin anv al lestr 'Columbia Rediviva' met, pa eo sur ster ar ger 'Rediviva' (latin evit 'adsavet') ouzhpennet da anv al lestr pa oa bet adsavet e 1787, e seblant dont an anv 'Columbia' eus unan eus tri sant paeron Iwerzhon, sant Koulm. Ne zeu ket an anv eus hini an ergerzher genoat Kristol Goulm avat, evel e anv Columbia, kêr-benn stad Sukarolina, pe hini skeudenn alegorek ar Stadoù-Unanet.
Reiñ a ra ar stêr e anv da galzig menezioù, ledennadoù dour ha rannvroioù amezek d'e naoz, en o zouez proviñs Kanada Kolombia Vreizhveuriat (British Columbia e saozneg) ha torosadoù Aradennad Columbia. Anv al lestr eo an hini en deus roet e anv d'an egorvulzun Columbia ivez.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Captain Robert Gray becomes the first non-Indian navigator to enter the Columbia River, which he later names, on May 11, 1792 e HistoryLink.org, The Online Encyclopedia of Washington State History.
- ↑ Nch’I-Wána, the Big River gant Eugene S. Hunn, p. 3.
- ↑ Rivers of North America gant Arthur Benke et Colbert Cushing, p. 591.
