Columbia (stêr)

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Ar stêr Columbia, e British Columbia

Ar stêr Columbia (Columbia River e saozneg) zo ur stêr e Norzhamerika, an hini hirañ e-touez ar re en em daol er Meurvor Habask. En em astenn a ra a-hed 1 953 km ha ledan-kenañ eo he genoù.

Eieniñ a ra er Menezioù Roc'hellek e British Columbia, e Kanada. Tremen a ra goude-se e stad Washington er Stadoù Unanet hag a-hed 500 km e verk ar vevenn etre Stadoù Washington hag Oregon. En em deurel a ra er mor etre kêrioù Ilwaco (Washington) hag Astoria (Oregon), en norzh da gêr Portland.

Bez' ez eo ar stêr norzhamerikan a genderc'h ar muiañ a energiezh war-bouez kreizennoù dourdredan.



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.