Stéphanie Frappart
Neuz
Stéphanie Frappart
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Bro sport | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Stéphanie Frappart |
| Anv ganedigezh | Stéphanie Amélie Marthe Frappart |
| Anv-bihan | Stéphanie |
| Anv-familh | Frappart |
| Deiziad ganedigezh | 14 Kerzu 1983 |
| Lec'h ganedigezh | Le Plessis-Bouchard |
| Yezh vamm | galleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | tredeog mell-droad |
| Karg | tredeog FIFA |
| Sport | mell-droad |
| Ezel eus | Kevread Etrebroadel Football Association, Kevread mell-droad Bro-C’hall |
| Prizioù resevet | marc’heg an ordre national du Mérite |
Stéphanie Frappart, ganet d’ar 14 a viz Kerzu 1983[1] e Plessis-Bouchard (Val-d'Oise), zo un dredeogez mell-droad c’hall.
Red-micher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2019 eo anvet gant ar FIFA tredeogez evit Kip ar maouezed. D’an 28 a viz Ebrel 2019 eo dibabet Stéphanie Frappart evit tredeogiñ krogad ar 34vet deiziad Ligue 1 etre an SC Amiens hag ar RC Strasbourg evel tredeogez kreiz, kentañ maouez da dredeogiñ ur c’hrogad Ligue 1. Bet eo dija kentañ tredeogez el Ligue 2[2].
E miz Ebrel 2022 eo dibabet evit tredeogiñ gourfenn Kib Bro-C’hall ar baotred[3].
D’ar 1añ a viz Kerzu 2022 ez a Stéphanie Frappart da gentañ maouez da dredeogiñ ur c’hrogad e prantad gourfenn Kib Bed ar baotred, Costa Rica-Danmark[4].
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Marc’hegez an Ordre national du Mérite (2019)[5].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Stéphanie Frappart : l'arbitre est une femme. La Nouvelle République (Gwengolo 2016).
- ↑ (fr) Stéphanie Frappart, une première idéale au sifflet d'Amiens-Strasbourg. L’Équipe (2019).
- ↑ (fr) Stéphanie Frappart arbitre de la finale de Coupe de France Nice-Nantes, une première pour une femme. L’Équipe (2022).
- ↑ (fr) Stéphanie Frappart première femme arbitre principale d'une Coupe du monde hommes. L’Équipe (2022).
- ↑ (fr) 989 personnes dans la nouvelle promotion civile de l’ordre national du Mérite. Grande chancellerie de la Légion d’Honneur (2019).