Spered ar re varv o veilhañ
Neuz
Manao Tupapau | |
Paul Gauguin, 1892 | |
Eoullivadur war lien | |
73 × 92 cm | |
Albright-Knox Art Gallery | |
Buffalo | |
Spered ar re varv o veilhañ (Manao Tupapau) zo un eoullivadur war lien, graet gant al livour gall Paul Gauguin e 1892.
Emañ war ziskouez en 'Albright-Knox Art Gallery e Buffalo, Stadoù-Unanet.
Ar vaouez a weler eo Teha'amana, serc'h al livour, en he gourvez en he noazh war he gwele, war liñselioù arwenn hag ur pareo glas gant bleunioù melen. War he c'hof emañ, un dra ral en taolennoù a vez techet da ziskouez noazhded ar merc'hed muioc'hik.
En diadreñv e weler un iskis a zen gwisket e du : an tupapau an hini eo. War gostez emañ, hag oc'h antreal e-barzh ar gambr, war ar seblant. E foñs an daolenn ez eus tarchoù ruzc'hlas : traoù kevrinus a zo e steuñv, marse...
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Albright-Knox Art Gallery – Lec'hienn ofisiel