Space: Above and Beyond
Titl | Space: Above and Beyond |
---|---|
Tachenn | stirad skinwel skiant-faltazi, Skiant-faltazi milourel |
Krouet gant | Glen Morgan |
Original broadcaster | Fox Broadcasting Company |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Deiziad kregiñ | 24 Gwe 1995 |
Deiziad echuiñ | 2 Mez 1996 |
Executive producer | Glen Morgan, James Wong, Stephen Zito |
Sonaozer | Shirley Walker |
Produer | Tom Towler |
Embregerezh produiñ | Fox Broadcasting Company |
Space: Above and Beyond zo ur stirad skinwel skiant-faltazi milourel stadunanat. Skignet e oa war FOX Network. Krouet ha skrivet e oa bet gant Glen Morgan ha James Wong. Raksoñjet e oa da gaout pemp koulzad en holl met ne voe nemet unan skignet e 1995–1996, dre ar vank a arvesterien. Lakaet e oa bet war ar renk evit daou Emmy Awards hag ur Saturn Award.
An istor a dremen er bloavezh 2063–2064, heuliet e vez an 58vet skouadrenn-nij "Wildcards" eus an United States Marine Corps Space Aviator Cavalry. Diazezet int war un douger listri-egorel an USS Saratoga. Ar skouadrenn a zo kement unan war zouar ha nij oc'h implij listri-egorel brezel SA-43 Endo/Exo-Atmospheric Attack Jet ("Hammerhead").
Istor diazez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nebeut bloavezhioù a-raok 2063, an denelezh a zo krog gant trevadenniñ planedennoù all. Dre ur vank a deknologiezh evit mont prim en egor, graet "FTL technology" anezhi (evit mont buanoc'h evit ar goulou), an trevadennerezh a vez graet en ur implij toulloù en egor. Embannet ez eus bet anat ne oa ket eus boudoù bev all en hollved. En gwirionez e oa unan graet "Chigs" anezhi a dag ha distruj kentañ trevadenn an denelezh maez ar sistem heoliek. Kaset e vez ur flodad evit talañ ouzh an enebourien met peurzistrujet eo. Ar re Chigs a vestroniñ an teknologiezh FTL. Dre-se e fiñvont kalz buanoc'h evit listri-egor Mab-Den.
Pa grog ar stirad, ar re Chigs a zo deuet a-benn da dalañ ouzh an holl enep-argadennoù denel hag a dag ar sistem egorel. Skouadrennoù nijerien listri-egor brezel hep gourdon pe dost a vez kaset d'ar stourm e-touez ar re-se an 58th "Wildcards". Ar Wildcards a vezo heuliet e-pad ar stirad, heuliet e vint eus mare o emezeliñ betek dont da vezañ soudarded kozh. Ar flodadoù brezel a zo dindan sujidigezh ur gouarnamant eus an ABU bedel met a chom stag ouzh o broioù orin: an U.S. Navy hag ar Royal Navy pe ar flodad sinat dreist-holl a zo ar re vrasañ.
A-raok ma grogfe istor ar stirad e oa bet ur brezel denel-robotoù anvet Silicates. Ar re android-se gant ur stumm denel graet "walking personal computers", a oa emsavet a-enep Mab-den a-benn sevel ur gumuniezh emren. Goude ur brezel guerilla spontus e oant bet rediet tec'hout en egor. Soñjet e vez o deus sikouret ar re Chigs.
E-pad ar brezel e oa bet savet soudarded denel klonoù ganet e labourvaoù. Graet e vez "In Vitroes" anezho pe "tanks" pe "nipple-necks" gant droukrañs. Ganet en un oad a 18 vloaz, gourdonet int evit ar stourm nemetken. Goude ar brezel trec'hus ez eus bet klasket kemmeskañ anezho er gevredigezh denel met kasoni garv a zo a-enep dezho.
Fin ar stirad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lodenn ziwezhañ ar stirad a zo ur c'hiffhanger, gant an ofiser T. C. McQueen o vezañ gloazet don ha darn ar skipailh diazez o vezañ lazhet pe kollet. N'eus nemet Cooper Hawkes ha Nathan West o chom bev sur. An Douar a zo kreñvaet kalz e-koulz ar brezel, spi a zo o welet un trec'h en desped d'ar c'holloù ramzel. An holl darvoudoù-se a voe skrivet gant ar broduerien ur wech kelaouet e vefe roet lamm d'ar stirad.
Tudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
James Morrison a c'hoari al Letanant koronal Tyrus Cassius "T. C." McQueen